
Antoine Borzeix
Ul labourva liesdanvez eo Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC, UR 4451 UBO / UAR 3554 CNRS-UBO), a zo enni kelennerien-klaskerien ha kelennerezed-klaskerezed a-statud (o pledañ dreist-holl gant an istor eus an Henamzer betek hiriv an deiz, gant ar yezhoù keltiek pe ar saozneg, gant an etnologiezh, ar sosiologiezh hag al lennegezhioù). Labourat a reont war tachennoù ha temoù a zo liammet ouzh Breizh hag ar sevenadurioù keltiek. Hogen, kement ha keñveriañ, e c’hellont mont ivez a-un pe a-stroll war takadoù all, ken ledan hag Europa, dreist-holl war he ribloù atlantel, pa ne vije ledanoc’h c’hoazh. Gant Yves Le Gallo eo bet savet KEBK e 1969.
Er raktres pempbloaziek 2022-2026 ez eus tri ahel, ur pol treuzdanvez hag ur bodad-studi.
E-mesk izili KEBK ez eus ivez koskor o harpañ ar c’hlaskerezh, danvez-doktored ha danvez-doktorezed, klaskerien ha klaskerezed emerit pe kevelet.