Lec’hienn an USK Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek-Dielloù

Mise à jour le   10/03/2025
Bibliothèque Yves-Le Gallo

Antoine Borzeix

Petra eo an USK Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek-Dielloù (UAR UBO-CNRS 3554)

Un unved skoazell evit ar c’hlaskerezh KVES (CNRS) ha SVBI (UBO) eo KEBK

Digor d’an holl ha digoust eo al levraoueg Yves-Le Gallo (UAR 3554), gant un dastumadeg dielloù ec’hon hag arbennik diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek all : un 73 000 teul bennak (8 000 eus-outo e brezhoneg, en holl stummoù eus ar yezh), 2 390 kelaouenn (260 outo o vezañ dindan koumanant c’hoazh), 16 000 enrolladenn, fotoioù, kartennoù-tir ha kartennoù-post. 
El levraoueg an hini eo e vez miret c’hoazh ur c’hant diellaoueg bennak o tont eus tud o doa maget sevenadur ar  vro, evel Per-Jakez Helias, Anatol ar Braz, Gwenc’hlan Skoezeg, ul lodenn vat eus dielloù an Dastumad bet kaset da benn e Plozeved… ouzhpenn 170 diellaoueg paper, lennegel, politikel ha skiantel a-hed 450 metrad a renkellioù.

Abaoe ar 1añ a viz Genver 2012 eo deut al levraoueg Yves-Le Gallo un Unved servij daouhanter eus Kreizenn vroadel an enklaskoù skiantel (CNRS, UAR 3554). O vezañ un ezel eus ar c’honsortium Archives des Ethnologues (TGIR Huma-Num) eo bet roet al label Collex-Persée dezhi evit 4 bloavezh e 2019, evit gwellentez an dastumadennoù, a live broadel, a zo enni.

73 000 teul, en o zouesk un 16 000 bennak bet savet a-raok 1960 (16 eus ar XVIet kantved, 101 eus ar XVIIet kantved, 393 eus an XVIIIet kantved ha 6 101 eus an XIXet kantved), 8 000 e brezhoneg ha 1 680 en ur yezh keltiek all. 
   2 390 daveenn evit kelaouennoù (250 e brezhoneg), en o zouez un diellaoueg-glad gant 300 daveenn kozh (koshoc’h evit 1914) eus kazetennoù lec’hel ha rannvroel ; an diellaoueg vev a ya 260 koumanant d’he ober ;
   Ur 15 bennak a ziellaouegoù graet gant enrolladennoù, pezh a ra tost da 200 metrad war renkellioù, 70 % eus-outo o vezañ bet numerizet ;
   Diellaoueg-skeudennoù : meur a viliad kartennoù-post kozh pe plakennoù gwer (dielloù Louis Thomas, De Mougon - De Saint-Père ha René Couffon), 300 skritell, en o zouez 100 eus ar bloavezhioù etre 1915 ha 1950 ha 50 etre 1810 ha 1914 ;
   3 500 kartenn-tir, en o zouez 1 750 kartenn kozh ;
   Lennegezh skiantel : 500 tezenn, 2 200 kounskrid master ha mestroniezh.

Ouzhpenn bezañ ul lec’h studi hag un oustilh eus ar re bennañ evit un niver bras a glaskerien gall pe estren, rak an holl zielloù pe dost diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek a vez kavet enni, al levraoueg Yves-Le Gallo a zo deut ivez da vezañ de facto lodek e glad ar vro.

Lennit karta politikerezh an diellaouiñ eus al levraoueg 

Emañ engouestlet KEBK evit digor ar c’hlaskerezh produet gant al levraoueg hag ar gelennerien-klaskerien dre CRBC Open Science hag an teir elfenn a zo enni :
   Levraoueg niverel KEBK,
   CRBC Dataset, ar gensavenn roadennoù kementadel ha kalitativel meret gant KEBK
   PRELIB (Projet de recherche en littérature de langue bretonne, Raktres klaskerezh diwar-benn lennegezh ar brezhoneg), kensavenn an obererien e takad al lennegezh e brezhoneg.

 

Anavezet eo bet CRBC Open Science e 2021 evel ur gensavenn gant Ensavadur skiantoù Mabden eus KVES (CNRS).

Levraoueg niverel KEBK
Gant levraoueg niverel KEBK e vez embannet en-linenn dielloù miret e KEBK hag e-barzh ensavadurioù kar (Rann Kornôg eus Servij istor an Emzifenn broadel, levraoueg-glad Les Amours Jaunes e Montroulez, Dielldi departamant Penn-ar-Bed), kenkoulz ha dielloù o tont eus dastumadoù privez.

CRBC Dataset
War CRBC Dataset e c’hellit pellgargañ roadennoù kementadel ha kalitativel evit tennañ pezh a garit outo, gant ma vije doujet ouzh an aotre Licence Ouverte 2.0 Etalab. Atersiñ anezho a c’hellit ivez gant ar yezh-goulenn SQL ha diskwel an dasoc’hoù e stumm grafikoù pe kartennoù. Da skouer e c’hellit diskouez ur gartenn eus ar c’hêrioù lec’h ma oa bet ganet an dud bet renablet e-barzh PRELIB.

Evit gouzout hiroc’h penaos implijout CRBC Dataset: Diskuliañ CRBC Dataset (1).

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar yezh-goulenn SQL, sellit ouzh « Eus ar fichennaouegoù Excel d’an SQL, digoradur d’ar roadennoù darempredel » ha diaporama ar prantad-labour eus an 10 a viz C’hwevrer 2020, da geñver ar bodad-labour Outils du Quanti, gant skouerioù eus goulennoù e SQL e-barzh roadennoù PRELIB e CRBC Dataset.

Diaz roadennoù an obererien eus al lennegezh e brezhoneg (PRELIB)
Diwar savboent sosiologiezh al lennegezh, eo ret en em zisklabañ eus skeudenn ar mestr-skriver, a vije un arzour dreist, en e-un ha distag diouzh ar bed, ha kentoc’h empenntañ anezhañ evel un den « enframmet e-barzh gwirionez ar vuhez sokial hag ekonomikel » (Bernard Lahire, La condition littéraire. La double vie des écrivains, Paris, La découverte, 2006, p. 26).

Un diaz roadennoù evit renabliñ ha deskrivañ obererien al lennegezh e brezhoneg hag o froadurioù eo PRELIB, a zo e bal diskuliañ penaos e c’hell un den bezañ douget da skrivañ ha da zerc’hel gant e c’hoant, e youll, e redi da skrivañ e brezhoneg, ha penaos eo bet diwanet kement-se dre e familh, ar skoliañ, al liammoù gant ur gevredigezh pe ur strollad politikel, an daremprediñ gant ur « mestr » pe ur bodad, da lavaret eo an holl draoù a zo lodek mod pe vod e-barzh determinismoù sokial hag e-barzh boazioù eskemm mabden.  

Skipailh an USK KEBK-Dielloù